Titouroù e-leizh a vez kavet e Amsez Genwerzhel QUB e kreiz-kêr, 2 kae an Oded.
An holl linennoù bus (kêrel ha amgêrel) a gas di. An arsavioù pennañ Straed ar Park ha Resistañs a zo tost ac’hann
En ho kourc'hemenn emaomp evit :
- displegañ deoc’h hoc'h hent,
- reiñ an holl ditouroù ho po ezhomm evit dilec’hiañ (levrig-eurioù, tres al linennoù…)
- kuzuliañ ac’hanoc’h diwar-benn ar prizioù hervez hoc’h ezhommoù,
- kinnig deoc’h an holl vilhedoù implijet war rouedad QUB,
- rentañ deoc’h kement tra kavet en ur bus (an deiz war-lerc’h, a-dalek 1eur 30 G.M.
- kantreolaat ho saviad goude ma ho pefe paket un tell-gastiz er bus
Eurioù an Amsez Genwerzhel :
a-dalek al lun betek ar sadorn etre 8.30 mintin ha 7.00 noz hep ehan
- Gallout a rit dont e darempred ganeomp dre bellgomz 02 98 95 26 27