Busoù aezhenn naturel (BAN) 

Kiriek eo monedone ar c’hirri-tan eus saotradur an aergelc’h hag eus an trouz war an douar. Chalet bras gant perzhded an endro, he deus divizet Kemper Kumuniezh, prenañ “busoù  glas“ abaoe 2001. Hiziv an deiz, ouzhpenn an hanter eus ar busoù a ruilh gant an aezhenn-mañ. Ekologek, sur ha kevezus, ar BAN a zo emsavus-tre. Ar rouedad  QUB a zo e-touezh ar re gentañ oc’h implijout ar seurt busoù

Perak implijout ar BAN ? 

Un energiezh erlec’hiañ eo ar BAN evit ar c’hirri-kêr. Aozet eo gant metan  ha naet tre eo ar BAN abalamour ma ne vez kavet enni nemet un atomenn karbon, pa vez teir er GPL  ha dek en diesel hag en eoul-maen. Ar karbon  eo an elfenn an hini a louz ar muiañ an aer. Ekologiezh-kêr a vez lavaret eus ar busoù-mañ.

Perak implijout ar BAN ?


Ar BAN ne zistaol na c’hwezh, na moged a c’hellfe foeltrañ hor glad pe hor yec’hed. War goulenn ar c’heodediz, ar galloud politikel hag an dilennidi eo ez eus bet graet gant an aezhenn-mañ evit ma vo gwellaet perzhded ar vuhez er c’herioù.
Ar BAN a zo ar gwellañ doare evit herzel ouzh saotradur an aer hag an trouz.

 

Ar BAN a zo ar gwellañ doare evit herzel ouzh saotradur an aer hag an trouz.

Gouzout a ouiec’h ?

Ur bus 50 den ennañ a zo :

- 2 wech  nebeutoc’h trouzus eget ur c’heflusker diesel
- 175 tonenn a ec’hodad aezhenn nebeutoc’h
- 40 pe 50 karr-tan nebeutoc’h en eurioù barr
- 70 000 litrad dañvez-deviñ espernet bep bloaz

 Ur vuhez bourrusoc’h e kêr.