Diorren padus ha gwarez an endro.
Pe e vije evit gwalc’hiñ ar busoù pe evit didouezañ al lastez pe c’hoazh an dourioù skarzh, he deus kavet ar QUB un diskoulm evit doujañ ouzh an endro
Gwalc’hiñ ar c’hirri
Evit espern an dour ha gwareziñ an endro e vez gwalc’het diavaez ar c’hirri gant ur mekanik a zegas dour atoret. An dour glav, paket gant ar mekanik-mañ a servij da netaat ar busoù ha war-lerc’h e vez atoret an dour lous. Espernet e vez war-dro 80% a zour en doare-se.
Danzeadur an traoù distaolet ha mererezh al lastezioù greantel
Staliadurioù QUB dre-vras a zo liammet d’un dispartier hidrokarbidenn hag a restaol en-dro dourioù netaet hervez reolad ISO 14 021.
Mererezh al lastez a vez graet hervez un dibab (dir, daspugner, druzoni, traoù a bep seurt, plastik...) dastumet hag addanzet gant un embregerezh arbennik. Ar bep brasañ eus al lastez a vez atoret er mod-se.
Atoradur ar paper
Atoret evez a paper gant Qub abaoe 2012.
Hol lastez burev a vez atoret gant Eco-Action-Plus.