Kemer a ra busoù ha kirri-boutin ar QUB ur perzh bras e vuhez ar gemperiz e vije ar re-mañ implijidi, skolidi, retridi pe c’hoazh tud deuet da weladenniñ Kemper. Trawalc’h eo gouzout ez eus war-dro 23000 a dud a implij ar rouedad bemdez.
Kemper Kumuniez
- abaoe 2000 emañ aozadur hag arc’hantañ an dezougerezh boutin e-karg Kemper Kumuniezh. Enni e kaver 8 kumun ha 90 000 annezad.
- Kemper Kumuniezh a zo kiriek eus kempouez an arc’hant en ur skoazellañ kement beaj graet.
- Kemper Kumuniezh a zo e karg ivez eus emdroadur ar rouedad QUB ha servij HandiQUB. Ganti e vez divizet priz ar bilhedoù, postañ a ra arc’hant evit ar servijoù (prenañ busoù, mini-busoù, aveadoù arsav…).
Keolis Kemper
Abaoe 1986 ez eus bet roet da Geolis Kemper ar galloud da verañ rouedad ar QUB ha servij HandiQUB abaoe 2003.
Iskevredad Keolis Bro-C’hall eo Keolis Kemper (135 implijad). Keolis a vez kavet en 8 bro en Europa hag ivez er Kanada.
Gant Keolis e vez asuret dilec’hiañ a-vilionoù a dud e Bro-C’hall hag en estren-vro. Eveziek eo Keolis ouzh e bratikoù, ar strollennoù-lec’hel hag an embregerezhioù prevez e-keñver kudennoù dilec’hiañ pep hini anezho.
Emañ Keolis e 80 kêr e Bro-C’hall hag e 65 departamant.
Tennañ a ra Keolis gounid eus skiant prenet ha chemet ur strollad 40 000 kenlabourer, ennañ ouzhpenn 29 000 blenier busoù, kirri-boutin, tramway, metro ha trenioù.
Kefridi Keolis Kemper a zo lakaat da dalvezout linennoù-kêr en un doare pemdeziek ha kemer perzh e divizoù Kemper Kumuniezh. Bez en deus ivez da zerc’hel e-ratre ar madoù-kêr hag ober war-dro mererezh ar rouedad (studiennoù, kelaouiñ ar veajourien, gwezhiadennoù kenwerzh, gwerzhidigezhioù...).
Engervel a ra Keolis meur a zezouger evit al linennoù diavaez en un doare pemdeziek.