Ur servij foran eo Handiqub evit an dud nammet.

Evit piv eo ar servij HandiQUB :

Evit kement den o chom e Kemper hag en deus ur gartenn-namm 80% (ret eo en em enskrivañ ha kemer perzh en devezh degemer). Pep den nammet hag enskrivet d'ar servij hag e n'eus forzh peseurt kêr e Bro-C'hall a c'hell implijout ar servij mañ kinniget e Kemper.

 

Penaos implijout :

Ar servij HandiQUB a gemer an dud a di da di e Kemper Kumuniezh ( An Erge-Vras, Gwengad, Lokorn, Plogoneg,  Ploveilh, Ploneiz, Pluguen, Kemper).

Eurioù ha diloc'h (nemet an deizoù gouel) :

  • diouzh al lun d'ar sadorn a-dalek 7e g.m. betek 9e g.m.
  • ar sul etre 1e g.m. betek 9e g.m.
  • ar gwener hag ar sadorn betek 10e 20 g.m.

A-raok pep tra eo ret pellgomz d'an 02 98 95 97 92 pe dre bostel en derc'hent a-raok 4e 30 g.m..

An amsez genwerzhel a zo digor diouzh al lun betek ar sadorn etre 8e 30 a.m. ha 7e g.m. hep ehan.

Ur blenier a gemero e-karg ar beajour, e-barzh unan eus ar 6 minibus, d'an eur ha d'al lec'h divizet gant hemañ.

Evit kaout titouroù pe en em enskrivañ , pellgomz : 02 98 95 97 92,  pe implijit ar furmskid ragurzhiad .

Evit derc'hel kont ar gwellañ posupl eus goulennoù an dud nammet, hervezh lezenn an 11/02/05, Kemper Kumuniezh a ginnig ur c'haier klemm er " Renerezh an dilec'hiañ hag an hentoù" e Kemper abaoe 2010

Evit mont di, klikit amañ.